Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/313

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
301
III LEVR. — XXVII KENTEL.

tra en deuz bet dioc’h he c’hoant. Plijet gan-e-hoc’h goulenn digant ann den-ze, ken euruz war he venoz, plijet gan-e hoc’h goulenn digant-han hag hen en deuz he walc’h ; ne glevot gant-han nemet klemmou hag hirvoudou. Gouelit breman, tud pinvidik, eme ann Abostol, gouelit hag hirvoudit e-kreiz ar poaniou a zilammo war-n-hoc’h. Beva hoc’h euz great war ann douar e-kreiz ann dudiou hag ar plijaduresiou : larteet oc’h bet evit ann deiz ma varvot.

Dre-ze e welomp ervad ez eo ar madou a glaskomp gant kement a atiz, ez eo int-hi eo a skuiz ann ene hep rei d’ezhan he walc’h ; hag anez gras Doue, evel ma lavar Jezuz-Krist he-unan, ann ene a ia da goll war-lerc’h ar madou-ze. Enn enep, ann hini en em zilez a-grenn he-unan, ann hini ne gar nemet Doue hep-ken, hen-nez a vevo da viken enn eur peoc’h ar brasa. Oc’h-penn zo, karet a ra ive gouzanv poaniou, o veza ma kresk dre-z-ho he furnez hag he garantez c’hlann, hag o veza ma oar e teuio dudiou braz ann env war-lerc’h poaniou dister ar vuez-man. Gouzanvit eta hep klemm, ken na zeuio ann Aotrou Doue. O veza ma kred e vezo founnuz frouez ann douar, ann tiek a c’hortoz sioul glaoeier ann nevez-amzer ha re ann diskar-amzer. Ha c’houi ive, gortozit sioul, rak n’ema ket pell ann amzer ma teuio ann Aotrou Doue.