Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/312

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
300
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

gant nerz ho furnez, prizout ann traou all dioc’h ma talvezont.

Roit d’in ar furnez evit ma pellainn dioc’h ann hini a veul ac’hanoun, ha ma c’houzanvinn a galoun vad ann hini a zo a-enep d’in, rak nep piou-bennag ne ra van e-bed euz a gomziou goullo ann dud, ann neb ne zelaou ket ar meuleudiou a billig ar galoun, hen-nez a zo fur braz-meurbed. Er c’hiz-ze eo ez a rag-eeun hag heb aoun dre ann hent m’ema eun-han.


EVIT HOR C’HELENN.


Kerkent ha ma teu ann den d’en em glask he-unan, e pella dioc’h Doue, ha rak-tal e sao ann enkrez enn he galoun ; rak ne zeu ket a-benn bep pred da gaout he c’hoantegesiou ; pe mar teu a-benn d’ho c’haout, e tistro eaz diout-ho evit trei oc’h re all. Kement-se a ziskouez ez eo ann den nec’het atao gant he wall ioulou, pe gant rebechou he ene, pe gant ann doan. C’hoantaat en deuz great beza pinvidik ha galloudek, kaout enoriou hag eunn hano kaer. Ann traou-ze holl, siouaz, ne zeuont da zibaot den hep kalz a boan ; dibaot a weach ive e vezont kavet enn eur galoun c’hlann. N’euz fors ! Setu ema ann den er penn huela e-touez tud ar bed ; pep