Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/309

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
297
III LEVR. — XXVII KENTEL.

gemend a rafe ouz-hoc’h mui a c’haou eget ar garantez hoc’h-euz ouz-hoc’h hoc’h-unan. Dioc’h ma karit eunn dra, dioc’h ma plij ann dra-ze d’e-hoc’h, e stagit ho kaloun out-hi muioc’h pe nebeutoc’h.

Mar bez glann ho karantez, mar bez eeun ha mad a bep hent, neuze e viot distag dioc’h pep tra. Na c’hoantait ket ar pez ne dleit kaout perz e-bed enn-han. Mirit n’ho pe ar pez a hell sparla ac’hanoc’h hag ho lakaat da zioueret ar gwir frankiz a galoun. Eunn dra hag am laka souezet-braz eo n’en em rofac’h ket d’in a greiz ho kaloun gant kement tra a hellit da c’hoantaat ha da gaout.

2. — Perak en em nec’hit-hu, perak en em likit-hu e poan evit traou ne dalvezont netra ? Grit ar pez a fell d’in ; neuze ne zigouezo drouk e-bed gan-e-hoc’h.

Mar klaskit ann dra-man pe ann dra-hont, mar c’hoantait beza aman pe ahont evit hoc’h eaz hoc’h-unan hag evit ho plijadur, ne vezo biken peoc’h e-bed evid-hoc’h, ne viot biken er-meaz

a enkrez, rak e pep tra e kavot eunn

9*