Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/308

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
296
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

her goar, ne welo mui anezhi biken. Petra dalvezfe ’ta d’ezhan poania e-c’hiz ann hini a dle choum evit mad er vro-ze ?

Ni holl a zo war ann douar, ni a zo hevel oc’h ann den-ze. Na petra eo ann douar d’in-me, o va Doue ! Pe vern d’in-me, ar vro-man ne d-eo ket va bro ! Bez’ e rankinn he c’huitaat hep dale pell. Mont a rann da di va Zad, kemend a zo oc’h-penn ne d-eo netra. Petra eo d’in al labouriou hag ar boan gorf, gant ma’z inn d’al leac’h n’em euz c’hoant da gaout nemet-han ? Semplaat a ra va ene, ker braz eo he c’hoant ; va c’haloun ha va c’horf a drid gant levenez o c’hortoz ann Doue beo. Hoc’h aoteriou, Doue a bep mad hag a bep furnez, va Roue ha va Doue ! Hoc’h aoteriou !… Euruz ar re a zo o choum e ti ann Aotrou Doue.




SEIZVED KENTEL WAR-N-UGENT


Ar garantez en deuz ann den evit-han he-unan a gas anezhan pell dioc’h ar mad dreist pep mad.


————


1. — Jezuz-Krist. — Va map, red eo de-hoc’h rei holl evit holl ; arabad eo e ve enn-hoc’h netra d’e-hoc’h hoc’h-unan. N’euz netra er bed, kredit se, a