Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/307

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
295
III LEVR. — XXVI KENTEL.

netra nemet ann amzer da zont, ann amzer a bado da viken. Nep tro nag e nep kiz ne zonjont enn se, pe diana nemet a-wechouigou hag evel diwar neuz, goude en em rei d’ar plijaduresiou ha goude ober ho labouriou. Truezusa tra, siouaz ! Pegen dishevel eo ar skouer ho deuz bet digant ho Zalver ! Tremen en deuz great war ann douar evel eunn den divroet, evel eunn den a zistro diwar he hent evit ober eunn diskuiz. Setu a zo bet great gant hor Zalver !

Ann den o vont enn hent na gas ganthan nemet ar pez zo red hep-mui-ken. Evel-se eo rankout d’e-omp ober, pa vezomp o vont enn hent a gas d’ann env : a-walc’h e tle beza evid-omp ar pez a zo red hep-ken, ha neuze ne dleomp sellet oc’h ann traou all nemet evel oc’h traou a hell noazout ouz-omp, pe dihana, evel oc’h traou ne dalvezont netra. Na petra a zo red d’ann hini ne ra nemet tremen ? Eunn den a gerz enn hent, pa en deuz sec’hed a dosta he vuzellou ouz ar feunteun hag a ev ann dour a diz da genta ; azeza a ra goude e-kichen ar wezen dosta a gav hed ann hent. Goude beza tennet he alan, e sao adarre da vale. N’en deuz brasoc’h mall eget da vont da benn he hent buhana mac’h hello ; n’en deuz ken preder. Petra dalvezfe d’ezhan staga he galoun oc’h kemend a wel dre ma’z a ? Ne ra nemet tremen dre ar vro ha, Doue