Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
290
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ena traou a dremen kouls hag er re ne dremenint ket. Er c’hiz-ze ec’h hellot poueza pep tra kement ha kement, hag e trugarekaot ac’hanoun hevel-hevel, kouls evit ann drouk, kouls evit ar mad.

Pa vez Ilamet pep frealz digan-e-hoc’h, mar d-oc’h kre ha kalounek a-walc’h evit kenderc’hel enn ho fisians hag evit en em lakaat e doare vad da c’houzanv traou brasoc’h c’hoaz ; ma n’en em zidamallit ket hoc’h-unan dre’n abek, eme c’houi, ne dlefac’h ket gouzanv kemend all a boaniou ; mar meulit ac’hanoun e pep tra dre’n abek ma’z ounn mad ha santel, neuze e gwirionez e kerzot enn hent eeun a gas d’ar peoc’h ; neuze hep mar e-bed, e-kreiz dudiou ann ene, neuze e welot ac’hanoun o tont adarre daved-hoc’h.

Mar teuit d’en em zisprizout a-grenn hoc’h-unan, gwezit ervad ho pezo neuze eur peoc’h ker braz ha ma oufe kaout ann den war ann douar.


EVIT HOR C’HELENN.


Ne oufed ket lavaret re aliez anti dra-man : ann hini a fell d’ezhan beza braz, sioul hag e peoc’h, a dle en em zilezel