Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/303

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
291
III LEVR. — XXVI KENTEL.

hag en em zisprizout he-unan hag en em izelaat dirak Doue. Bez’ e tle c’hoantaat ma vezo great e pep tra ar pez a fell da Zoue, hep sellet ouz he vad he-unan hag oc’h en em rei holl da gemend a gar Doue gourc’hemenn d’ezhan. Red eo oc’h-penn-ze e ve he galoun distag dioc’h ar pez a ro ann Aotrou Doue d’ezhan, evit ma vezo a-unan gant Doue evit ar gwella. Ar garantez birvidik, ar frealzidigez, ann dudiou braz-meurbed euz ann ene a zo roet d’e-omp ha lamet digan-e-omp hep na ouzomp perak ; tremen a reont, ha kement tra a dremen a zigas enkrez pa vezomp stag out-ho.

Karomp eta Doue, Doue hep-ken, ne c’hoantaomp nemet-han. Karomp Doue evit-han he-unan, kouls enn anken hag el levenez, kouls enn doan hag enn dizoan. Ia, Aotrou Doue, me ho karo, me ho meulo e peb amzer ; c’houi hoc’h-unan a zo hor peoc’h, hag er peoc’h-ze e kouskinn hag ec’h ehaninn.




C’HOUEC’HVED KENTEL WAR-N-UGENT.


War ar gwir frankiz a galoun. Evit he c’haout ez eo gwelloc’h pidi Doue eget lenn al levriou santel.


1. — Ann ene mad. — Aotrou Doue, n’euz nemet ann den santel ha mad eo a