eget e holl lavariou ann dud hag er fisians ; mui enn-hoc’h eget e kement c’hoant mad hag er mad-oberiou ; mui enn-hoc’h eget e kement mad a hellit da rei d’e-omp ha da skuilla enn hon ene, mui eget e kement levenez hag e kement dudi a hell ann ene da gaout. Oc’hpenn-ze, grit ma kavinn va feoc’h enn-hoc’h mui eget enn Elez, enn Arc’helez hag er sperejou euruz a zo enn env ; mui eget enn traou a welomp hag enn traou ne welomp ket; mui enn-hoc’h eget e kement tra ne d-eo ket c’houi eo, va Doue.
2. — Rak c’houi, Aotrou Doue, a zo mad dreist pep tra ; c’houi hep-ken a zo uc’hel-meurbed, galloudek-braz ; c’houi hoc’h-unan a zo a-walc’h d’ann ene, rak c’houi hoc’h-unan a ro pep tra ; c’houi hep-ken a zo c’houek-meurbed hag a oar frealzi ar re a zo glac’haret ; c’houi hep-ken a zo kaer ha katantezuz-meurbed ; c’houi hep-ken a zo braz ha leun a c’hloar dreist pep tra ; enn-hoc’h-hu ema, ez eo bet hag e vezo da viken kement tra vad a zo.
Rak-se ’ta petra-bennag a rofac’h d’in