Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
268
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

nemed-hoc’h e ve, petra-bennag a ziskuilfac’h d’in ac’hanoc’h hoc’h-unan, petra-bennag a lavarfac’h d’in, keraent-se holl a zo nebeud a dra ha ne d-eo ket a-walc’h evid-oun, neraet ho kwelet a rafenn, nemet beza e vec’h holl gan-en em c’herc’hen. Rak va c’haloun ne d-eo ket e gwirionez evit beza e peoc’h, va c’haloun ne d-eo ket evit kaout he gwalc’h ma ne hell en em harpa war-n-hoc’h, ma ne hell sevel dreist hoc’h holl c’hrasou ha dreist kement tra krouet a zo.

3. — O va Jezuz, va fried, pried ar c’harantezusa zo, mignoun glann-meurbed, mestr hag aotrou da gement a zo krouet ! Piou a roio din-me diouaskel hag ive ar gwir frankiz evit nijal etrezek enn-hoc’h hag evit mont goude da ehana enn-hoc’h ?

Pegouls ec’h hellinn-me en em rei holl d’e-hoc’h hep-ken ha gwelet peger mad oc’h, Aotrou va Doue ? Peur e vezo va ene beuzet enn-hoc’h ken doun ha ma kavo d’in, dre nerz ho karantez, ne deuz mui ac’hanoun ; ken doun, na welinn mui nemed-hoc’h hep-ken dreist kemend a