Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
265
III LEVR. — XX GENTEL.

neuze nerz ann den a ia war zaou hanter, neuze ivez e sao brezel enn he ene, eur brezel spountuz evel a lavar ann Abostol sant Paol : ne rann ket, eme-z-han, ar mad a fell d’in da ober, hag ann drouk n’am euz ket c’hoant da ober eo a rann. En em blijout a rann e lezen Doue, hervez ann den distag dioc’h traou ar bed ; gwelet a rann, siouaz, enn-oun eul lezen all a zo a-enep lezen va spered hag a zalc’h ac’hanoun dindan lezen ar pec’hed a zo em holl izili.

Setu aze diesa tra a gav ann eneou mad ho deuz mez o veza m’eo rankout d’ezho ober ar seurt brezel, ann eneou mad ho deuz aoun bepred da veza trec’het. Setu perak ann Abostol a lavare eur weach all : piou a zistago diouz-in ar c’horf-man a varo ? Ha rak-tal goude e lavar : gras Doue dre Jezuz-Krist, hon Aotrou.

En em strinkomp eta etre divreac’h Jezuz ; ho astenn a ra gant eur garantez ar vrasa evit hon digemeret. Tostaomp oc’h he galoun zakr, rak anezhi e teu hep paouez eunn nerz vraz-meurbed a laka da grena ann holl drouk-sperejou. Lekeomp e Doue hon holl fisians hag hon holl c’hed, ha leveromp euz a greiz hor c’haloun : va mirit, Aotrou Doue, dioc’h pep droug, likit ac’hanoun enn ho kichen ; savet neuze war-n-oun dourn ann nep a garo. Ann Aotrou a zo oc’h va harpa, oc’h va diwall, oc’h va zenna euz a bep drouk. Hen