chik, eo ar c’hoant da gaout madou hag ar c’hoant da gaout enoriou. War lerc’h ar re-man, siouaz, e teu gant gwir abek ar poaniou hag ann enkresiou a ra d’e-omp kasaat ar bed ha distrei diout-han.
Allaz ! ar plijaduresiou fall a zo treac’h d’ar re en em ro d’ar bed, d’ar re a gar plega d’ar skianchou a-ziaveaz, o veza n’ho deuz ket gwelet nag anavezet dudiou ann env nag ive dudiou ann ene, oc’h heulia ar furnez hag ar mad.
Ar re avad a zispriz ar bed a bep hent hag a laka ho foan da veva evit Doue dindan eur reiz santel, ar re-ze a oar peger braz eo dudiou ann env a vezo roet d’ann hini a zilez ar bed e gwirionez ; ar re-ze a wel sklear peger braz eo faziou ann dud a zo touellet gant pep seurt sorc’hennou.
Petra eo ann temptasionou a zeu a-ziaveaz da staga ouz-omp, petra int-hi e-skoaz ar re a gavomp enn-omp hon-unan ? Evit ar re genta, derc’hel penn a reomp out-ho gant hon holl nerz ; evit ar re ziveza, eunn dra dishevel-braz eo :