e vezo neuze ho poaniou, pa viot boaz hag e doare vad da c’houzanv anezho.
Arabad eo d’e-hoc’h lavaret : N’ounn ket evit gouzanv ann dra-ze a berz ann den-ze ; ne oufenn gouzanv eur seurt tra, rak gaou a vraz en deuz great ouz-in, ha tamall a ra d’in traou n’int ket biskoaz deuet em spered : a berz eunn all avad e c’houzanvfenn ann dra-ze ha kemend a gavfe d’in a ve mad da c’houzanv.
Diskiant eo ann hini a gomz evel-se, rak ne daol evez e-bed pegemend a vad a zeu d’ezhan o c’houzanv ; ne daol ket evez ive gant piou e vezo digollet ; ne zell nemet ouz ann hini a ra drouk d’ezhan hag ouz ann dismegans en deuz bet.
3. — E gwirionez, ne oar ket gouzanv ann hini ne fell d’ezhan kaout poan nemet kemend ha ma kar hag a berz ann neb a blij gant-han. Neb a oar gouzanv e gwirionez ne zell ket a berz piou e teu ann drouk dezhan, pe ez eo a berz he vestr, pe a berz eunn den evel-d-han, pe a berz eunn den disteroc’h evit-han, pe a berz eunn den santel ha mad, pe a berz eunn den fall ha difeiz.