Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



NAONTEKVED KENTEL.


War ar pez a zo red da ober evit gouzanv pep dismegans ; penaoz ec’h anavezer ann hini a oar gouzanv heb en em glemm.


1. — Jezuz-Krist. — Petra livirit-hu, va map ? Tavit ho klemmou o welet va gloasiou-me ha re ar Zent. N’hoc’h euz ket choaz enebet ouz ar pec’hed bete skuilla ho koad. Bihan dra eo ar pez a c’houzanvit e-kenver ar pez ho deuz gouzanvet ar re a zo bet temptet hag enkrezet ken aliez a weach, hag ho deuz gouzanvet ken aliez a boaniou.

Ne ankounac’hait ket eta poaniou braz ar re all ; easoc’h a ze e c’houzanvot ar re vihana a zeuio d’e-hoc’h. Mar kav d’e-hoc’h ne d-int ket euz ar re vihana, taolit evez hag e welot ne ouzoc’h ket gouzanv. A-hend-all, pe int-hi bihan, pe int-hi braz, ez eo red d’e-hoc’h poania evit ho gouzanv a galoun vad.

2. — Seul vui ma viot a du vad evit gouzanv ho poaniou, seul vui a ze e tiskouezot ez oc’h fur, seul vui a ze e tastumot madou evit ann env. Skanvoc’h