e-hoc’h ar mad kouls hag ann drouk, dudiou ann ene kouls hag anken ar galoun, ar pez a vezo c’houek kouls hag ar pez a vezo c’houero ; me a fell d’in ho trugarekaat evit kement tra a c’hoarvezo gan-en. Va mirit dioc’h pep pec’hed, ha neuze n’em bezo aoun e-bed rag ar maro na rag ann ifern. Gant n’am fellaot ket da viken diouz-hoc’h, ha gant ma vezo hano ac’hanoun-me e levr ar vuez, me n’em bezo drouk e-bed peger braz-bennag e ve ann enkrez a zeufe war-n-oun.
Ne oufet lavaret re aliez ez eo buez eur c’hristen mad o c’hoantaat ar pez a fell da Zoue, hep c’hoantaat tra all e-bed ken. Peurliesa omp touellet gant hor c’hoantegesiou, o veza ma’z omp saotret gant ar pec’hed. Evit ann Aotrou Doue, hen avad a anavez kemend a zo kuzet enn-omp, anaout a ra kement pleg a zo e gweled hon ene, gouzout a ra pegen diners eo hor c’haloun, gouzout a ra pe seurt poaniou eo ar re a zo mad da zigas d’e-omp hag ive ann nerz hon euz ezomm evit ho c’houzanv ; rak miret a raio e vemp temptet enn tu all d’hon nerz ; he