Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
251
III LEVR. — XVIII KENTEL.

furnez a zo dreist pep furnez ; oc’hpenn zo, kemend en deuz karet ac’hanomp, kement m’en deuz roet d’e-omp he Vap, ar Map n’en doa nemet-han. Nag a fisians, nag a beoc’h ne dleomp-ni ket da gaout enn eur zonjal enn dra-ze ! Hag hen a zo tra dudiusoc’h eget en em lakaat holl etre daouarn ann hini en deuz great pep tra evid-omp ? Hag hen a zo tra dudiusoc’h eget beza teuzet enn-han, kouls lavaret, oc’h en em lakaat ar-unan gant-han e pep tra, hep miret netra enn tu diouz-omp, netra nemet ann anaoudegez-vad hag ar garantez ? Evel-se ec’h hello hon ene ha kement a zo enn-omp teuzi, e-c’hiz ma lavarfed, er c’homziou-man ai zo pep tra enn-ho : Va Aotrou ha va Doue !




TRIOUEC’HVED KENTEL


Red eo d’e-omp gouzanv a galoun vad poaniou ar vuez-man hervez skouer Jezuz-Krist.


1.— Jezuz-Krist. — Evit ho silvidigez, va map, ez ounn deuet euz ann env war ann douar ; gwisket em eus ho poaniou, hep ma oa red d’in hen ober ; dre garantez evid-hoc’h eo em euz her great, evit ma teuot da zeski gouzanv sioul hag hep klemm holl boaniou ar