hep dale pell e vezo freuzet ar pez a rea levenez ann dud gwiziek : da genta e c’hoarzer goap anezho ; ho gwirionesiou a vez lekeat gevier ; ho menosiou kaer a vez lekeat traou didalvez, ha goude-ze ne zonjer mui enn-ho. Gant ann amzer ez a bete zo-ken hano ann dud diskiant a grede ne dlient ket mervel.
O va Jezuz, roit d’in, me ho ped, ho kwirionez santel, evit ma viro oc’h va spered da fazia biken.
1. — Arabad eo kredi kemend a glever ha kemend a zonjer. Poueza a dleer pep tra hervez Doue gant furnez ha gant kalz a evez. Gwasa tra ! Kentoc’h e kreder ann drouk evit ar mad, kentoc’h e trouk-prezeger evit na veuler ar re all, ker sempl omp ! Ann dud fura ne gredont ket ker buan kemend a lavarer dezho, o veza ma ouzont ez eo ann den douget d’ann droug hag e fazi aliez a-walch enn he gomziou.