Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
I LEVR. — III GENTEL.

teil, evit gounid Jezuz-Krist. Gwiziek eo evit gwir ann hini a ra pep tra hervez Doue hag en em zilez he-unan.


EVIT HOR C’HELENN.


Bez’ez euz diou gelennadurez ; koulskoude n’euz nemet eur wirionez hep-ken : kelennadurez Doue, stard evel-d-han, kelennadurez ann dud, edro evel-d-ho. Doue a skuill he gelennadurez enn eneou a zo o c’hedal anezhi ; hag ar sklerijen a ro d’ezho a zo eul loden anezhan he-unan, eul loden euz ar wirionez veo bepred. Ar wirionez-ze, kinniget d’ann holl, a zo roet puilloc’h d’ar re a zo izel ho c’haloun ; ag o veza ma ouzont ne zeu ket ar wirionez-ze anezho ho-unan, o veza mac’h hellont koll anezhi e peb mare, o veza ive ne d-eo ket ar wirionez-ze evit senti e nep kiz ouz ar spered a vez sklereet gant-hi ; ar re-ze, pa vez ar wirionez enn ho c’hers, n’em em veulont ket enn-ho ho-unan.

Dishevel-braz eo kelennadurez ann dud. O veza ma teu anezho ar gelennadurez-ze, en em veuli a reont enn abek d’ezhi : « Ar menoz-ma a zo va zra ; me eo am euz lavaret da genta ann dra-ma pe ann dra-hont ; em raok-me ne ouie den netra euz ann dra-ze. »

Map den, chetu da gomziou. Evelato