euruzded ann den war ann douar, n’euz ken euruzded nemet-hi, rak ne oufe den beza euruz e giz all e-bed, nemet o viret striz lezen ar reiz-vad ; ac’hano e teu peoc’h ann ene, ac’hano peoc’h ar galoun. Touellet ha dallet oc’h gant plijaduresiou goullo ar bed, siouaz ! Ha kredi a rit-hu e ve tud ar bed hag ive ar re eurusa a zo enn ho zouez, ha kredi a rit-hu e vent hep gouzanv eur boan-bennag ? Tregaset int gant ho c’hoantegesiou o kreski seul ma ho deuz anezho. Ha gwelet hoc’h euz-hu biskoaz den euruz enn ho zouez ? Tra ; goude c’hoantegesiou e teu c’hoantegesiou all da grignat ho c’haloun. A-hend-all, ha n’ho deuz-hi ket poaniou da c’houzanv hed ho buez ? Eo e feiz ! Kemend ho deuz anezho hag ar re all, ha marteze muioc’h : doan, enkrez, nec’h, klenvejou stank a zo digaset gant drouk-ioulou ar galoun ha gant poaniou ar spered. Goude-ze e teu ar maro, ha war he lerc’h e teu Doue, ar Barner braz, da c’houlenn ar pez a zo dleet d’ezhan ; neuze ann den pinvidik a vez strinket enn noaz-beo e gweled eunn toull bac’h. E gwirionez, lavaret a rann d’e-hoc’h ne d-ai ket kuit ac’hano, ken n’en devezo paeet kement a zo dleet gant-han beteg ann diner diveza.
En em laouenait eta, pa blij gant Doue ho lakaat da veza glann hag ho tiboania er vuez-man ; grit eta penn-da-benn ha