eo d’e-hoc’h deski c’hoaz kals a draou n’hoc’h euz ket desket ervad beteg-henn.
2. — Ann ene mad — Pere int-hi, Aotrou, va Doue ?
3. — Jezuz-Krist. — Bez’ e tleit lakaat ho c’hoantegesiou da blega hervez ma plij d’in, miret n’en em garfac’h re, hoc’h-unan hag ober gant hast ar pez a fell d’in.
Ho c’hoantegesiou a ra d’ho kaloun birvi a-wechou ; ho kas a reont gant ners er-meaz ac’hanoc’h hoc‘h-unan. Neuze e tleit sellet piz hag ez eo evit va hano pe evit ho mad hoc’h-unan eo ez oc’h-hu bet douget muia. Mar d-eo me eo a zo e penn-c’hoant ho kaloun, neuze e viot euruz, n’euz fors petra vezo gourc’hemennet gan-en ; enn enep, ma en em glaskit re hoc’h-unan e gweled ho kaloun, setu a zo a-walc’h evit ho sparla hag evit hoc’h enkrezi.
4. — Diwallit eta na rafac’h re a stad euz ho c’hoantegesiou, ma n’hoc’h euz ket goulennet va ali diwar ho fenn, gant aoun n’ho pe kalounad da c’houde, ha gant aoun na zeufe da zisplijout d’e--