Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/234

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
222
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

hoc’h ar pez a blije d’e-hoc’h da genta, hag ar pez hoc’h euz c’hoanteet da gaout, o kredi ez oa ar gwella. Rak pep c’hoantegez, hag hi mad da welet, ne d-eo ket da veza heuliét dioc’h-tu, nag ive ne dleer ket tec’het rak-tal dioc’h pep c’hoantegez hag hi fall da welet.

A-wechou ez eo mad derc’hel penn oc’h ho menosiou hag oc’h ho c’hoantegesiou mad, gant aoun na ve distroet ho spered gant dievezded, gant aoun na’z afac’h dreist ar reiz-vad ha na zeufac’h hoc’h-unan da veza gwall skouer d’ar re all ; gant aoun ivez n’ho pe enkrez ha na bec’hfac’h rak-tal, mar teufe ar re all da enebi ouz-hoc’h.

5. — Red eo ive a-wechou stourm gant nerz ha mont kalounek a-enep c’hoantegesiou ar c’horf, n’euz fors petra a fell d’ezhan pe ne fell ket ; ar pez a zo red eo en em lakaat kerkent e-tal da ober d’ezhan, kaer en deuz, plega d’ar spered.

Red eo kastiza ar c’horf hag he lakaat da blega, ken na vezo war he du vad da ober pep tra, ken na zesko kaout he walc’h gant nebèud a dra, ha karet ann