vad eget na gredfenn da c’hedal ha da c’houlenn.
3. — Ra viot meulet, va Doue, rak petra-bennag n’euz enn-ounn netra vad da denna ho krasou war-n-oun, koulskoude, dre ho madelez hag ho trugarez vraz-meurbed, ne baouezit da ober vad d’ar re zo-ken a zo dizanaoudek enn ho kenver hag a zo pelleet diouz-hoc’h. Grit ma tistroimp ouz-hoc’h, evit ma vezimp anaoudek-mad, izel a galoun ha leun a feiz, o veza ma’z oc’h hor silvidigez, hor furnez hag hon ners.
Evel a weler er Skritur sakr, ann Aotrou Doue a zo trugarezuz-braz e-kenver ar bec’herien ; hogen n’en deuz truez e-bed ouz ar re en em briz re ho-unan. Stambouc’h ar galoun a zo ar penn-kenta euz a bep drouk ; stambouc’h ar galoun a zo pec’hed ann eal du a zavaz rag-eeun a-enep Doue. Doue en deuz lavaret : Me zo Jehova, va hano eo, ne roinn ket va gloar da hini all e-bed. Doue eta mar kastiz ar re zo c’houezet ho c’haloun, ne d-eo ket hep gwir abek ; rak bez’ e fell d’ezho beza hevel oc’h Doue ha beza Doue
ho-unan. Na gwasa tra direiz ! Nag hen zo
6***