Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
208
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

ne d-ounn nemet distervez ; enn enep, mar teuit da zellet ouz-in, rak-tal e teu nerz d’in, va c’haloun a-nevez a zo karget a levenez.

Hag evit gwir, eunn dra zo hag am laka souezet eo e venn skoaziet evel-se enn eunn taol, hag e kemerfac’h ac’hanoun etre ho tivreac’h gant kemend a garantez, pa’z eo gwir ez ounn tennet hep paouez etrezek ann douar gant va fouez va-unan.

2. — Dre ho karantez eo e rit kement-se, o vont em raok ac’hanoc’h hoc’h-unan, o rei d’in kemend am euz ezomm, o tiwall ac’hanoun dioc’h ar gwasa lammou hag, evit lavaret gwir, oc’h va zenna euz a boaniou ne ve den evit ho niveri, ker braz int.

Me zo en em gollet oc’h en em garet re va-unan ; hogen me am euz ho kavet, va Doue, ha me am euz ive en em gavet va-unan, enn eur ho klask c’houi hep-ken, enn eur ho karet a wir galoun ; ha dre ar garantez ez ounn eat dounoc’h evit kent em neanded. O va Doue, leun a vadelez, c’houi a ra d’in muioc’h a