ann hent fall hag a zeu da veza dall, ken dall ha n’int ket evit beza pareet, kouls lavaret. Ra viot-hu bepred war evez hag izel a galoun enn eur welet o koueza ann dud rok-ze en em brize re ho-unan.
Ne d-aint ket da rouantelez ann envou ar re holl a lavar : Aotrou, Aotrou Doue ; ann hini avad a ra evel ma fell d’am Zad a zo enn env, hen-nez a ielo ebars rouantelez ann envou. Dioc’h ann oberiou eo e vez anavezet ar gwir garantez. Ar gwir garantez a zo bepred dare da blega d’ar gourc’hemenn ; morse ne laoska, morse n’en em zigalouneka tamm. Pa vez anken pe levenez, pa vez poan pe frealzidigez, n’euz fors, meuli ha trukarekaat a ra ann hini a sko hag a bare evel ma kar, hep na oar den penaoz. Pa zeu ann demptasion, ar gwir garantez a zalc’h penn out-hi, stourm sioul a ra, o veza ne deuz fisians e-bed enn he ners he-unan hag o veza ne gred ket e teufe da veza treac’h nemet gant ners ann Aotrou Doue. Mar bez trec’het a-wechou, e sao rak-tal hep beza divarc’het ; doaniet eo, evit gwir, hag evelato n’en em zigalouneka ket. Evit-han da gaout eur c’hlac’har vraz, ann hini en deuz ar gwir garantez a zo e peoc’h he ene, o veza m’ema he galoun