toueller milliget, n’ez pezo lod e-bed em c’haloun. Jezuz eo a vezo em c’hichen e-c’hiz d’eunn den-a-vrezel kalounek-meurbed ; evid-oud-te, te vezo goloet a vez. Gwell eo gan-en mervel ha gouzanv pep seurt poaniou, eget plega d’ar pez a fell d’id.
Tav ’ta ha ro ar peoc’h, ne zelalouinn mui ac’hanod hiviziken, ha pa zigasfez d’in poaniou hag enkrez. Ann Aotrou Doue a zo va sklerijen ha va silvidigez, rak piou am be-me aoun ? Ann Aotrou Doue a zo o tiwall va buez, dirak piou e krenfenn-me ? Ha pa zavfe em enep tud sternet a vagad, va c’haloun ne defe aoun e-bed. Ann Aotrou Doue a zo va skoazel ha va Zalver.
5. — Stourmit kalet e-c’hiz d’eunn den kalounek, ha mar teuit da goueza a-wechou dre zempladurez, savit goude gant muioc’h a nerz eget kent, ho pezet fisians e teuio d’e-hoc’h grasou puilloc’h. Diwallit dreist-holl n’en em garfac’h re hoc’h-unan ha na c’houezfe ho kaloun gant rogentez.
Dre’n abek-ze kals a dud a sko war