Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

vad eo a zeu d’e-hoc’h euz a zudiou ann env. Arabad eo d’e-hoc’h koulskoude en em fisiout re war-n-ezhi, rak mont a ra kuit evel ma teu.

Enn enep, n’euz netra a gemend a ve ken talvoudek d’ann den, n’euz netra a gemend a ziskouezfe en deuz eur gwir feiz, evel ma ve stourm oc’h drouk-ioulou ann ene hag ober fae euz a atizou ann drouk-spered.

3. — N’ho pezet ’ta nec’h e bed pa zeu enn ho Spered n’euz fors pe seurt menoz-bennag. Dalc’hit mad d’ar pez hoc’h euz lavaret, ha grit ma vezo eeun ho sonjezonou dirak Doue. Na gredit ket e vec’h luziet e rouejou ann drouk-spered, mar d-oc’h savet a-wechou hag enn eunn taol krenn, mar d-oc’h savet a spered war-zu ann env, ha mar tistroit rak-tal goude d’ar menosiou fall a douel peurliesa ho kaloun ; rak ho gouzanv a rit enep-d-hoc’h kentoc’h evit na glaskit anezho. Keit ha ma tisplijont d’e-hoc’h ha ma talc’hit penn out-ho, neuze ec’h en em zavit e leac’h koueza.

4. — Gouezit ervad penaoz ann drouk-spered, hoc’h enebour a-vepred,