Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
III LEVR. — VI KENTEL.

biez, hag o veza ma fell d’e-hoc’h beza frealzet re vuhan.

Ann hini en deuz ar gwir garantez, hen-nez a zo stard oc’h ann temptasionou, ne ra fors euz a atizou nag euz a droidellou ann drouk-spered. Evel ma plijann dezhan, pa c’hoarvez pep tra hervez he c’hoant, ne zisplijann ket ive d’ezhan, pa stag ar boan out-han.

2. — Ann hini en deuz ar gwir garantez ne zell ket oc’h ar pez a zo roet d’ezhan gant he Vuia-Karet, kemend ha ma sell oc’h karantez ann hini a ra vad d’ezhan ; bez’ e sell oc’h ar garantez kent eget oc’h ar pez a vez roet ; gwelloc’h e kav he Vuia-Karet evit kemend a ro. Neb am c’har leiz he galoun ne zell ket oc’h ar pez a roann d’ezhan, ne zell nemet ouz-in, o veza ma’z ounn gwelloc’h eget kement a roann.

Na gredit ket koulskoude e ve kollet pep tra, mar tigouez d’e-hoc’h a-wechou kaout, evid-oun pe evit ar zent, nebeutoc’h a garantez eget na garfac’h ho pe. Ar garantez-ze tener ha mad hoc’h euz gweach a vez, a ziskouez ema breman va gras enn ho kaloun ; eur seurt c’houez