da c’hoantaat bepred ann traou santela. Ar garantez a fell d’ezhi sevel, d’ann neac’h ; ne fell ket d’ezhi beza sparlet gant netra zo dister hag izel. Ar garantez a fell d’ezhi beza diere a-grenn ha beza distag dioc’h pep karantez er bed-man, gant aoun na ve luiet he ners enn-hi he-unan, eun aoun na ve sparlet gant madou ann douar, enn aoun na ve trec’het gant eur boan-bennag.
Enn env kouls ha war ann douar n’euz netra dudiusoc’h, netra krevoc’h, netra hueloc’h, netra brasoc’h, netra c’houekoc’h nag a bep hent netra gwelloc’h eget ar garantez, rak dont a ra digant Doue, rak ne hell nemet e Doue hep-ken kaout he diskuiz dreist kement zo krouet.
4. — Redek ha nijal a ra ann hini en deuz ar gwir garantez ; euruz eo, distag eo dioc’h pep tra, netra n’hen dalc’h. Rei a ra pep tra evit pep tra, ha pep tra en deuz e kement zo, o veza n’en em harp nemet war ar mad dreist pep mad, ar mad-ze a zeu hag a zired pep mad anezhan. Ne zell ket oc’h ar pez a vez
roet d’ezhan ; en em zevel a ra, dreist
6*