Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.


ann holl vadou, etrezek ann hini a ra vad d’ezhan.

Ar garantez, gweach zo, ne deuz na kemm na ment, birvi a ra dreist he barr leun. Ar garantez ne gav netra pounner, ne zell ket oc’h ar poaniou ; muioc’h a fell d’ezhi da ober evit na hell ; ne ra nep digarez e ve netra dreist he ners, o veza ma kred ec’h hell pep tra ha n’euz netra miret out-hi.

Dre’n abek-ze, ann hini en deuz ar gwir garantez a hell ober pep tra ; dre’n abek-ze e ra meur a dra hag e kas anezho da benn kaer. Ann den avad n’en deuz nep karantez, ne d-eo ket evit ober evel-se, o veza ma teu da zemplaat ha d’en em zigalounekaat. Ar garantez a zo bepred war vale, dre ma kousk ema dihun, evit labourat ne skuiz ket ; hag hi enk war-n-ezhi, war-n-ezhi ne ket striz ; ne d-eo ket reustlet hag hi er spount. Hevel eo oc’h eur flamm beo, oc’h eur c’houlaouen sklear, e sao d’ann huel hag en em strink war-eeun.

5. — Ann ene mad. — Ann hini en deuz ar gwir garantez. hen-nez a gleo mouez ar garantez. Eur griaden skiltr