gaout re vrasoc’h. Ra vezo evid-hoc’h ar c’hras vihana evel pa ve ar vrasa, hag ann distera evel ar gaera a oufac’h da gaout. Mar taolit evez peger braz eo ann hini a ro kement-se d’e-hoc’h, ne gavot bihan na dister netra euz ar pez a zeu digant-han ; rak ne d-eo ket eunn dra zister ar pez a zo roet gant ann Aotrou Doue.
Ha pa zigasfe Doue d’e-hoc’h poaniou ha kastiz, e tleit kavout mad kement-se ; rak ober ha lezel da ober a ra evit hor zilvidigez kement a c’hoarvez gan-e-omp. Mar fell d’e-hoc’h e ve bepred ar c’hras enn ho kaloun, bezit anaoudek pa ro Doue anezhi d’e-hoc’h, ha gouzanvit hep klemm pa lam anezhi digan-e-hoc’h. Pedit evit ma vezo roet d’e-hoc’h adarre ; bezit izel a galoun ha bepred war evez gant aoun na zeufac’h da goll anezhi.
Nemet ma ve gras Doue gant-han, ann den ker paour ha ma’z eo, ne d-eo ket anezhan he-unan evit kaout menoz pe c’hoant mad e-bed. Ne hell netra anezhan he-unan, ne d-eo ket zo-ken evit c’hoan-