Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/160

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

kemerit evid-hoc’h ar pez a zo d’e-hoc’h ; da lavaret eo, trugarekait Doue evit he c’hrasou, hag ansavit n’hoc’h euz evid-hoc’h nemet ar pec’hed hag ar boan a zo dleet d’ar pec’hed.

4 — En em likit bepred el leac’h izela, hag e vezo roet ann uc’hela d’e-hoc’h ; rak ar penn huela ne hell en em zerc’hel enn he za nemet harp e ve war ar penn izela. Ar re zantela dirak Doue a zo ar re vihana dirak ho daoulagad ho-unan, ha seul vui ez eo braz ho gloar, seul vui a ze ez eo izel ho c’haloun. Sklereet int gant ar wirionez, leun int a c’hloar Doue, ne c’hoantaont tamm gloar c’houllo ar bed.

Harpet stard int e Doue ha diazezet war-n-ezhan, ha dre-ze ne hellont e nep kiz en em veuli ho-unan. O veza ma kasont da Zoue kemend vad ho deuz bet, ne glaskont ket beza meulet ann eil gant egile, ha ne fell d’ezho kaout nemet ar c’hloar a zeu digant Doue. C’hoant ho deuz dreist pep tra e ve meulet Doue enn-han he-unan hag enn holl zent.

5. — Bezit eta anaoudek evit ar grasou bihana, hag e viot kavet mad da