tegesiou ho c’haloun, ar re-ze a zaotr ho ene hag a goll gras Doue.
Netra nemet hor zilvidigez, netra all e-bed ne d-eo talvoudek d’e-omp er bed-ma. Ne hell den beza salvet nemet e Jezuz-Krist ha dre Jezuz-Krist. Kaout feiz enn he gomziou, miret he c’hourc’hemennou, Kemeret skouer diout-han, setu ar gwir vuez, n’euz nemet-hi hep-ken. Pep tra oc’h-penn a zo moged hag avel. Evit-han da boania a laz-korf dindan ann heol, eme Salomon ar fur, ann den n’en devezo netra ken evit he labour. Na petra zeuio da veza ar madou, ar plijaduresiou, ann enoriou, pa vezo lekeat ar c’horf enn he vez ien, pa nijo ann ene war-zu he Zoue ?
Hirio, breman rak-tal zo-ken, sonjit er-vad enn dra-ma ; re zivezad e vezo warc’hoaz, na piou a oar se ? Labourit endra ma pad ann deiz ; dastumit affo madou ne d-aint ket da goll : pa serr ann noz, ne heller ober netra. Hoc’h holl venosiou ne saveteint ket ac’hanoc’h, rak oberiou eo a fell da Zoue. Heulit ’ta Jezuz mar fell d’e-hoc’h beva da viken gant Jezuz.