Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3
I LEVR. — I KENTEL.

ha gras Doue. Avel ha moged ! Pep tra zo avel war ann douar, pep tra nemet karet ha servicha Doue hep-ken. Brasa furnez a zo eo disprizout traou ar bed, ha dre-ze kerzet war-zu rouantelez ann env.

4. — Avel eo klask madou ne badont ket pell, ha lakaat hor fisians enn-ho. Avel eo karet enoriou ann douar, ha c’hoantaat sevel dreist ar re all. Avel eo mont da heul gwall-ioulou ar c’horf ha c’hoantaat ann traou a dle beza kiriek d’hor c’hastiz eun deiz da zont !

Avel eo c’hoantaat beva pell, hep kemeret poan e-bed da veva mad. Avel eo staga hor c’haloun oc’h ar vuez-ma hep-ken, hep sonjal er vuez da zont. Avel eo karet traou a dremen ker buhan, e leac’h klask gant mall mont d’ann euruzted a bado da viken.

5. — Ho pezet sonj aliez euz ar wirionez-ma : Euz a gement a hellfe da welet, euz a gement a hellfe da glevet, ann den n’en devezo biken he walc’h. Labourit eta da zistaga ho kaloun dioc’h traou ar bed ha d’en em rei da draou ann env, rak ar re a ia da heul c’hoan-