Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.



PEDERVED KENTEL.


Diwar-benn ann den a zo glann he ene hag eeun he galoun.


1. — Sevel a ra ann den dioc’h traou ar bed diwar bouez diou askel, me lavar diwar bouez eur galoun eeun hag eunn ene glann. Hor menosiou a dle beza eeun, hor c’harantez a dle beza glann. Eur galoun eeun a ia war-zu Doue, eur galoun c’hlann a stag out-han hag a gar anezhan.

Ne vezo ket diez d’e-hoc’h ober ar mad, mar d-eo distag ho kaloun dioc’h pep karantez direiz. Ma na glaskit nemet plijout da Zoue, ma na glaskit nemet mad ho nesa, ho kaloun a vezo eaz hag eun he frankiz.

2. — Ma ve eeun ho kaloun, neuze kemend a zo krouet a ve evid-hoc’h evel eur mellezour pe eur skouer a vuez, evel eul levr a zo enn-han kalz a gelennaduresiou santel. Ne d-euz netra war ann douar, peger bihan ha pegen dister-bennag e ve, na ziskouez d’e-omp made-