n’euz peoc’h e-bed evit ann den a zo he spered hag he garantez a-enep d’ar reiz ; n’euz peoc’h e-bed evit ann den a fell d’ezhan ober ar pez a zo a-enep d’ar wirionez ha da ioul Doue ; n’euz peoc’h e-bed evit ar rouantelesiou a zo ho c’helennaduresiou hag ho lezennou dishevel dioc’h kelennaduresiou ha lezennou Doue. Nep piou-bennag, den pe bobl, a dorr al lezennou-ze hag a nac’h ar gelennaduresiou santel-ze, ha pa ne ve nemet enn eunn dra hep-ken ; d’ann den-ze, d’ar bobl-ze o sevel a-enep Doue, e teu rak-tal he gastiz. Diez eo hep gouzout perak ; n’ouzoun ket petra zo o kas hag o tigas anezhan tu-ma tu-hont, e nep leac’h ne gav ar peoc’h. Evel Kaïn goude he dorfed, en deuz aoun. Nann, nann, ne d-euz peoc’h e-bed nemet evit bugale Doue ; ar peoc’h zo enn ho c’haloun, mad her c’havont ha skuilla a reont anezhan e kaloun ar re all. Redek a ra, kouls lavaret, euz ho c’haloun e-c’hiz ma rede ar steriou braz war ann douar ma’z edo hon tad kenta enn-han, enn amzer ma’z oa c’hoaz glann he ene. Pa skoio ar maro he daol diveza, neuze c’hoaz e vezo peoc’h, rak rouantelez Doue a zo gwirionez ha peoc’h.
— Bugale Doue, it d’ar rouantelez a zo bet savet evid-hoc’h abaoue ar penn kenta euz ar bed.