muioc’h ho foan d’en em drec’hi ho-unan enn traou rusta ha diesa. Rak seul vui e teu ann den d’en em drec’hi he-unan ha da suja he skianchou, seul vui a ze ez a war gresk er mad, seul vrasoc’h a ze eo ar grasou a deu war-n-ezhan.
Evit gwir, ann dud holl n’ho deuz ket kemend ha kemend da drec’hi ha da vouga ho gwall-ioulou. Koulskoude ann hini a c’hoanta stard mont war gresk er mad, hen-nez a vezo krevoc’h da vont war well, evit-han da veza gwasket gant kalz a zrouk-ioulou, eget ann hini a zo klouar e-kenver ar mad, daoust ma’z eo mad he vuez a hend all.
Diou zra dreist-holl a ro kalz a nerz d’e-omp da vont war well, da c’houzout eo, pellaat eun eunn taol krenn dioc’h c’hoantegesiou fall hor c’haloun, ha poania tenn da gaout ar gwir santelez hon euz muia ezomm anezhi.
4. — Poania a dleit c’hoaz, muia mac’h hellot, d’en em viret oc’h ar faziou a zisplij d’e-hoc’h aliesa er re all ha da drec’hi anezho enn-hoc’h hoc’h-unan. E pep leac’h, likit ho poan da greski ho santelez, evit ma viot douget a wir ga-