Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

unan : O ! ma oufenn hamea gendalc’ho e gras Doue ! Rak-tal e klevaz e diabarz he galoun mouez ann Aotrou Doue o lavaret d’ezhan : Ma oufac’h ann dra-ze, petra a rafac’h-hu ? Grit breman ar pez a rafac’h neuze, hag e viot hep nec’h e-bed.

Rak-tal e oe dizoaniet ha kreveet. En em lakaat a reaz etre daouarn ann Aotrou Doue, ha diwar neuze ne oe mui enkrezet. Abaoue ne falvezaz ken dezhan klask gouzout petra a c’hoarvezfe gant-han enn amzer da zont. Eo em rei a eure holl da anaout petra a falveze da Zoue, petra a blije muia dezhan, evit ober penn-da-benn ann holl vad a helle.

3. — Ho pezet fisians enn Aotrou Doue ha grit ar mad, eme ar Profed, bevit e peoc’h war ann douar, hag e viot maget gant ar madou a roi d’e-hoc’h. Eunn dra zo hag a vir oc’h kalz a dud da vont war well ha da vont a-raok enn hent ho silvidigez ; me lavar ann aoun ho deuz rag ar boan pa vez red d’ezho stourm.

E gwirionez ann dud a ia war well dreist ar re all, a zo ar re a laka