ze evit eur beden a galoun ho pezo great, eget n’ho pe evit beza great eur pred-boed mad. Neuze ho pezo muioc’h a blijadur o veza bet tavet ho kenou, eget n’ho pe o veza prezeget kaer pell amzer. Neuze ann oberiou mad a dalvezo muioc’h eget komziou kaer e-leiz. Neuze eur vuez rust hag eur binijen galet a vezo kavet gwell eget holl blijaduresiou ar bed.
8. — Deskit eta breman gouzanv poaoiou dister, evit beza neuze kuit a boaniou krisoc’h. Gwelit breman da genta petra a hellot ober goude. Ma n’oc’h ket breman evit gouzanv ken nebeud all a dra, penaoz ec’h hellot-hu neuze gouzanv poaniou a bado da viken ? Ma n’oc’h ket breman evit gouzanv heb en em glemm eur boan dister, petra reot-hu neuze e tan ann ifern ?
Bez’ ez euz diou zudi ; ho c’haout ho diou ne hellit ket e gwirionez : ne hellit ket en em rei breman da blijaduresiou ar bed, ha goude mont d’ann env gant Jezuz-Krist. Ha pa ho pe bevet bete vreman e-kreiz ann enoriou hag ar plijaduresiou, petra dalvezfe kement-se holl