Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
I LEVR. — XXIV KENTEL.

d’e-hoc’h, mar teufac’h da vervel rak-tal ?

9. — Pep tra a zo eta avel ha moged, pep tra nemet karet Doue hag he zervicha hep-ken ; hag ann hini a gar Doue a greiz he galoun n’en deuz aoun na rak ar maro, na rak ar poaniou, na rak ar varn, na rak ann ifern ; ar gwir garantez eo a zo ann hent da gaout Doue.

Ne d-eo ket souez eta en defe aoun rak ar maro ha rak ar varn, ann hini a gar c’hoaz ar pec’hed. Mad eo koulskoude, ma ne hell ket ar garantez ho tistrei dioc’h ann drouk, e teufe ann aoun rak ann ifern da viret ouz-hoc’h da bec’hi ; rak ann hini a aokounac’ha doujans Doue, ne oufe ket kenderc’hel pell er mad ; koueza a rai hep dale e rouejou ann drouk-spered.


EVIT HOR C’HELENN.


Doue a zo mad, eme sant Aogustin, dre ma’z eo Doue bepred. Daoust da ze, likit doun enn ho spered e teuio goude ann deisiou a vadelez, deiz ar varn, deiz a spount ne hello den tec’het diout-han. Enn deiz-ze pep-hini a zavo dirak ar roue a zo a viskoaz hag a vezo da viken ;