na rit-hu hirio ann deiz. Neuze n’en doa ken preder nemet gant he vadou ha gant he dud ; setu kement zo bet great gant-han bete mervel. Allaz ! it breman d’he di, petra e welot-hu enn-han ? Kerent ho deuz ankounec’heat anezhan hag a labour da greski ho danvez ; digoun int euz ann den maro.
Eunn dra a zo koulskoude ha n’ema ket er bez gant he gorf ; me lavar he ene, he ene a zo bet prenet gant goad Jezuz-Krist. E pe leac’h ema-hen breman ? Enn eur vont euz ar c’horf, ez eaz rag-eeun d’ann env da veza euruz da viken, pe da veza strinket evit mad e-kreiz tan ann ifern.
O ! na spountusa tra ! En em roit ’ta breman da draou ar bed ; daleit ’ta da zistrei oc’h Doue enn eur lavaret : Warc’hoaz e vezo deiz. Den diskiant, ann amzer a gollit zo o toulla ho pez ; warc’hoaz e viot gourzevet enn-han hag oc’h em a ielo dirak Doue.
1. — E kement tra a reot, sonjit
petra zeuio goude ; gwelit e pe stad ez
eot dirak ar Barner didruez n’euz ne-