Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

tra kuzet out-han ; dirak ar Barner ne sioula tamm evit kinnig d’ezhan tra e-bed. N’euz digarez e-bed hag a ve mad dira-z-han ; barn a rai gant pep lealded.

O pec’her diskiant ha reuzeudik ! Petra leverot-hu da Zoue a anavez ho kwal-oberiou holl, pa’z eo gwir o krenit, gweach a vez, dirak eunn den a zao drouk enn-han ?

Na perak ’ta n’em em likit-hu ket e stad vad evit deiz ar varn ? Neuze den ne gavo eunn all da zigarezi evit-han pe d’he zifenn ; a-walc’h en devezo pep-hini gant he veac’h he-unan. Breman ho labour a daol frouez, ho taelou a zo mad dirak Doue ; breman hoc’h hirvoudou a zo klevet, ho klac’har a hell dic’haoui evit ho pec’hejou ha peurnetaat hoc’h ene.

2. — Ann den a oar gouzanv, hen-nez a hell ober er bed-man eur purgator mad-meurbed. Setu : pa vez drouk-prezeget, mar teu da gaout muioc’h a c’hlac’har evit drougiez ar re all eget evit he zismegans he-unan ; mar ped a wir galoun evit ar re a zo a-enep d’ezhan, ha mar kav digarez d’ho faziou a greiz he galoun ; ma ne zale ket da c’houlenn trugarez digant