Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 94 -

XVIIIt kantved. — 144. Epad ren Loeiz XV hag hini Loeiz XVI, Breiz a oe red d’ezi, meur a wech, en em zifenn ouz ar Zaozon. 145. En Oriant e vez graet c’hoaz hizio eur gouel en enor d’an trec’h bras gonezet war ar Zoazon e miz here 1646. 146. An enebourien n’o devoe ket mui a eurvad dirak Sant-Malo oc’h aesa douari soudarded. 147. E miz Gwengolo 1747 e oant trec’het e Sant-Cast, goude beza roet digare d’eur Breton kalonek, hanvet Rioust, da c’honid kalz a c’hloar er Guildo, o telc’hel penn da 12,000 Saoz gant eur c’hant a Vreiziz. 148. En emgann Sant-Cast e oe gwelet eun dra souezus. E touez ar Zaozon e oa Kelted a Vro-Gambre, hag a ye d’an emgann en eur gana ar zon « Hyfelgyrch gwir Glamorgan » hag etouez ar C’hallaoued e oa Bretoned hag a gane « Seziz Gwengamp » : Porzier digoret an nor-man... An daou don a oa an hevelep hini, miret en diou vro epad ar c’hantvejou tremenet. Kambreiz ha Breiziz, ar re-man a oa tud a hevelep gouenn, daoust d’eze da veza o serviji diou vroad dishenvel. 149. Tud Kambre ha tud Breiz, herve lavarer, a gouezas an eil e divrec’h egile, evel breudeur karet goude eun diswel hir. 150. Gerveur a oe kemeret gant ar Zaozon ; hogen ne chomas nemet eur bloavez en o dalc’h.

21. Ar Vreiziz a zav d’an nec’h banniel Bro-C’hall. — 151. Koetlogon, Duguay-Trouin, Mahé La Bourdonnais, Kouedik, La Motte-Piquet, Kerguelen, Madek, Kornik-Duchêne, hag all, a gasas