Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 93 -

devoe ket mui a eurvad. 134. Mont a reas, d’an divez, hanter kant kannad da glask ar roue, evit goulen digantan rei o frankiz d’an daouzek dijentil, gervel izili harluet al Lez-Varn-Uhel ha boda ar Breujou Bras.

19. Ar Breujou diveza. — 135. E miz kerzu 1788, Breujou Breiz a ’n em vodas evit ar wech diveza. 136. Kannaded ar vourc’hizien, pe an Drede Stad, a oe bihanoc’h o niver eget hini an noblans hag ar veleien. Goulen a rejont beza eun hanter muioc’h eget araok. An Noblans a zinac’has ar goulen. 137. E miz Genver, an Dudjentil hag ar Vourc’hizien en em ganne war dachennou Roazon. 138. Ar Studierien yaouank a ’n em lakaas a du gant ar vourc’hizien. Yaouankiz an Naoned he devoa roet ar bral. E penn ar studierien en em gave unan ganet e Montroulez ha hanvet Moreau. 139. Heman oa eur penn-tomm arru anavezet ha karet dre-oll e Breiz. Moreau a dlee beza divezatoc’h eur jeneral brudet da veza lakaet a gever gant Bonapart hen e-unan. 140. Moreau a oe kouls laret ar mestr e Roazon er mare-man.

141. An Drede Stad, hepken, a zibabas kannaded da gas d’ar Breujou Bras. 142. An Noblans hag ar Veleien-Uhella a zinac’has dibab kannaded war zigare e tlee ar votadeg beza graet gant Breujou Breiz ha nan gant ar beliajou herve diel ar Roue. 143. Ne oe eta, evit mont d’ar Breujou Bras da Bariz, nemet kannaded an Drede Stad.

20. Ar Zaozon trec’het e Breiz epad an