Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 68 -

ez eo ar c’henta Frank a c’houamas Breiz-Vihan. 55. Hen a lakaas an Herminigou en e ardameziou, ha war banniel Breiz. 56. Anavezet ez eo kentoc’h dindan al leshano a « Pierre Mauclerc » (ar Briz-Kloareg). 57. Evit paea da Fulup August ar skoazel roet d’ezan, e kemeras eur stad vezus e-kever ar roue-man. 58. Digemer a reas aotrouniez roue Bro-C’hall o plega e c’hlin dirazan, pez ne oe graet c’hoaz biskoaz gant duk ebet e Breiz. 59. Evelse e skoas eur mestaol gant frankiz ar Vroad. 60. « Pierre Mauclerc » a enebas ouz gwallvoaziou ar veleien. 61. Izelaat a reas an aotroune vras, rak c’hoant en devoa da adsevel e Breiz eur rouantelez diliam hag ober, hen e-unan, e Nevenoë. 62. Hogen an aotroune hag ar veleien a ’n em daolas a du Fulup-August hag a reas brezel d’an Duk. 63. Ar wir Vreiziz (ar vourc’hizien hag ar c’houerien) a ’n em lakaas dindan banniel an Duk. 64. Eur gwall laz a rojont d’an noblans ha d’o mignoned, ar Fransizien, en emgan bras Kastelbriand. 65. Pa varvas Loeiz VIII, Roue ar Franz, Mauclerc a c’hoarias dre zindan enep d’ar Virourez « Blanche de Castille ». 66. Goude eur stropad emgannou etre an Duk ha Blanche, hag etre an Duk ha Loeiz IX, an trec’h a chomas gant ar Fransizien.

67. E-pad ar brezel-man eur strolladen Kambreiz a zeuas a Vreiz-Veur da zikour Mauclerc. 67. Trec’het ha dinerzet, an Duk a renkas rei e ziskarg.

68. E vab a oe her d’ezan. Mauclerc a yeas da