Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 67 -

euzus diwar-benn herez an Dukelez. Ar brezel-man a badas 8 vloaz. 37. An trec’hour e oe Konan IV. Ar prinz-man a oa eus Tiad Penteur. 38. Dimezi a reas e verc’h Konstanza gant Javre Plantagenet, mab roue Bro-Zaoz. 39. Rei a reas e ziskarg a zuk, evit sevel Javre en e lec’h. 40. Heman a oe kurunet Duk a Vreiz er bloaz 1169. 41. Gantan ez eo bet digaset e Breiz al lezennou a ziavaez. 42. Mervel a reas er bloaz 1187.

43. Arzur, e vab, a oa re yaouank evit gouarni ar vro. Ar wardoniez a oe roet d’an Dukez Konstanza. 44. Er bloa 1199, kurunen Bro-Zaoz a ’n em gavas diberc’hen. 45. Arzur a embannas e wiriou hag a c’houlennas skoazel Fulup August, roue Bro-C’hall. 46. Siouaz, Yann-hep-Douar, breur d’ar roue maro, Richard-Kalon-Leon, a c’hoantae ive ar gurunen. 47. Dont a reas gantan da gemer Arzur e seziz Mirebeau. 48. Kuza reas anezan e Kastel Rouen e lec’h ma oe lazet, herve larer, diwar urz e eontr Yann.

5. An Duked a ziavaez. An duked fransad. — 49. An dukez Konstanza a addimezas d’an aotrou « Guy de Thouars ». 50. Genel a reas d’ezo eur verc’h a oe hanvet Alix. 51. Homan a ’n em gavas, d’an oad a zeiz vloaz, herez an Dukelez. 52. Roue Bro-C’hall, Fulup-August, en devoa gonezet eun trec’h war Yann-hep-Douar. Kement-se a roas d’ezan digare da ober eun dimezi etre ar plac’hig hag eun aotrou, kar d’ezan, hanvet « Pierre de Dreux ». 53. An dimezi-man a zigasas da heman kurunen Breiz. 54. « Pierre de Dreux »