Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 65 -

An Duked vroadel. — 5. Pa varvas Alan Barvek, eur strapad emgannou a ziabarz a lakaas ar gwad da redek e Breiz e pad 40 vloaz. 6. E-keit-se e teuas gouenn Alan da c’houita. 7. Kurunen Breiz a oe laket war benn Konan, kont Roazon, ar galloudusa eus aotroune Breiz. 8. Konan a oe lazet en emgann « Conquereux » (992), e pad eur brezel ouz tud an Anjou. 9. E vap hena, Javre Kenta, a zeuas war e lerc’h. 10. Delc’hel a reas da vrezelli ouz tud an Anjou. 11. Er bloaz 1008, epad eur chase, falc’hon an Duk a dagas yar eur vaouez paour. 12. Houman gant eun taol maen a lazas an Duk.

13. Javre Kenta en devoa daou vab, Alan hag Eudon. 14. Goude maro e dad, Alan a oe her d’ar gurunen. 15. Hogen e vreur, dre warizi, a c’hoantaas kaout e lod eus herez e dad. 16. Alan a roas d’ezan danvez e kontelez Treger ha Penteur. 17. Eudon a zeuas evelse da veza tad Tiad Penteur, a enebas epad eur skoulad hir ouz an Duked, hag a oe pen-abeg da gement a emgannou gwadus e Breiz.

18. Alan III a varvas en 1040. 19. E vab, Konan II, a oe e her, hogen tri miz ne oa ken. 20. Kont ar Penteur a oe hanvet gouarnour epad e vinoriez. 21. Deut d’e oad, Konan a renkas ober brezel d’e eontr. 22. Er bloaz 1066, an Duk a varvas ampoezonet, oajet a 22 vloaz. 23. Aboue maro Nevenoë, nao brinz breizad a oa marvet ampoezonet diwar urz an estren.

24. An hini a gemeras ar gurunen a Zuk e oe