Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 64 -

8. Alan Barvek, diliammer Brelz. — 37. Etouez ar pennou distroet da Vreiz-Veur, e oa eur mab-bihan d'Alan-Veur. 38. Er bloaz 938, Alan leshanvet Barvek, a zouaras e Breiz hag a argasas an Normaned. 39. Ar Vreiziz divroet a ziredas neuze d’ar ger eus a bep tu. 40. Alan Barvek a oe meulet ha hanvet an Diliammer. 41. Lakaat a reas unaniez etre an holl Vreiziz. 42. Sevel a reas Dukelez Breiz.


————


TEIRVED LODEN


Breiz dindan an Duked


1. An Dalc’helez e Breiz. — 1. Goude gourdrec’hiou Alan Barvek war an Normaned, stad koz ar Vroad Vreizad a oe troket gant eur stad nevez, henvel ouz hini Bro-C’hall ; ar stad-man ez eo an Dalc’helez pe ar « féodalité ». 2. Ar penn-uhella a oe hanvet duk. 3. Ar rouanteleziou gwechall a oe rannet e konteleziou. Setu aman o hanoiou :

Naoned Leon
Roazon Treger
Gwened Penteur
Kerne

4. Pep-hini ane a oe rannet d’he zro en baroneleziou hag en kastelleziou.