Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 60 -

Breiz-Veur evel ma rer etre kerent tost. D’ar mare-man Breiziz ar steren a gasas ive distaoladennou en Iverzon. ’N em deuzet int bet e mesk Gouezeled ar vro.

5. — 14. Eur rummad diveza a zigouezas pa gemeras Oswy an hano a c’houledig. 15. Gwelet hon deus uhelloc’h ar Vreiziz o vont da Vro Gambre, kentoc’h eget senti ouz ar roue zaoz. Darn-all a yeas pelloc’h : diskenn a rejont beteg an Arvorig. 16. Ar C’helted-man a gomze ive brezoneg. 17. An diou distaoladen-man a oe an diou niverusa. Ar re-all a oe teuzet buan e kreiz ar re-man. 18. Ne fell ket dïmp en em astenn muioc’h war an divroadennou, rak n’int ket anavezet awalc’h. 19. Pep meuriad arrue, bleniet gant eur rener, a oa pe eul lean pe eul lik. 20. Al lec’hiou bet savet gante a zoug daou hano, dreist holl, Lann ha Plou. Eul lan e oa douar sakr eun iliz pe eur manati ; ploue e oa hano « eur barrez » gwechall. 21. Tam ha tam ar meuriadou a zeuas da ’n em staga ha d’ober prinseleziou bihan. 22. Pell amzer goude an distaolodennou-man, ar Vreiziz hag ar C’hambreïz a bleustras c’hoaz etreze. En Xt kantved ar Vreiziz gwallet gant an Normaned a dreuzas ar mor da glask sikour o breudeur, hag en XIIt kantved Rhys ab Tewdwr, prinz kambro argaset diouz e vro, a zeue da veva e lez an duk Hoel, tad Alan Fergan.


————