Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 59 -

gant ar C’hambreïz divezatoc’h. N’hon deus ket da zellet aman ouz Konan Meriadok.

2. — 5. D’ar mare ma tilamme Kambreiz ar steren war Vro-Gambre, oc’h argas ar Ouezeled, a oa en em vroet enni aboue pell-amzer, eul loden eus ar re-man a dec’has beteg an Arvorig e lec’h ne oa den beo ebet, ken kouls laret. 6. Sevel a rejont eno eun nebeut meuriadou bihan bet lounket abred gant meuriadou galloudusoc’h deut war o lerc’h.

3. — 7. En amzer-man demdost, Breiziz ar Romania, o tec’hel dlrak ar Vreiziz chomet Kelted, ha dirag ar Zaozon, a reas ive eun distaoladen en Arvorig. Homan eo an hini a zo komzet anezi gant Gweltas ar Roman. Pe dalvoudegez e oa ? N’oufemp hen lavarout. N’halle ket beza gwell-niverus. 9. An darn-vuia eus an dud-man a gomze latin, evel Gweltas ; hogen pegwir ez eo deut ar brezoneg a Vreiz-Veur da Vreiz-Vihan, gant ar Vreiziz, ez eo red kredi ez eo bet steuziet buan ar Vreiziz romanaet, deut a Ruvein, evel ma oe steuziet ive ar Ouezeled.

4. — 10. Kredi a zo d’ober ez eo deut eul loden nevez a Gambreïz diskennet eus an hanter-noz, eus ar re hanvet Pikted gant ar Romanaet. 11. Bro-Gambre n’oa ket bras awalc’h evit digemer o morad ; eul loden aneze a ziskennas en Kernew hag ac’hane e treuzchont ar mor britonek evit dont en Arvorig. 12. Ar C’hambreïz-man a zigase gante ar yez vrezonek. 13. Epad pell-amzer goude, Breiziz Breiz-Vihan a zarempredas gant