Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 57 -

war an Angled en em droas enep da Gadwallon hag a lemmas digantan an hano a c’houledig. 101. Edwin a zeuas da veza gouledig ar C’hambreïz ha Bretwalda hini an Angled. 102. Kadwallon a yeas d’an harlu lec’h ma chomas seiz vloaz.

19. Emgannou Kadwallon. Oswald Gouledig. — 103. Kadwallon a oa deut a benn da zastum awalc’h a dud. Distrei e reas eus an harlu. 104. Gant skoazel Penda, prinz breton, e trec’has war Edwin hag e vugale en Meirceren. 105. Kadwallon a wastas neuze bro an Angled. 106. Oswald, mab Ethelfrith, a ziarbennas anezan gant eun arme dastumet gantan en harlu. 101. Ar C’hambreïz ne oant ket war o evez. E kichen Hexham, war voger ar steren, e kannas Oswald anezo. Kadwallon a gavas eno e varo. 108. Oswald a gemeras an hano a c’houledig. 109. Hogen er bloaz 642 Penda a gavas Oswald en eul lec’h hanvet aboue Kroaz Oswald (Oswestry) e lec’h ma roas d’ezan lamm ar maro.

13. Emgann Gai’s Field. Maro Penda. — 110. Penda a gerzas gant e arme etrezek an hanter-noz evit klask Oswy hanvet roue warlerc’h Oswald. Oswy a oa en em dennet en Edin din (Edinburgh) lec’h ma oe kelc’hiet gant Penda. 111. Plega reas dirak heman hag e holl denzoriou a roas d’ezan. 112. Hogen keit ha ma oa Penda o tistrei a hed ar voger, brezellourien Oswy a dizas anezan en Gai’s Field. Penda a oe lazet epad an emgann. 113. Herve larer, tabut a oa bet an noz diaraok