Pajenn:Trivarz - Istor pe danevel Breiz.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 56 -

10. Emgann Chester. — 86. Goude e drec’h, Ethelfrith a ’n em droas ouz douarou e gerent en Deira hag a gemeras ar rouantelez-man. Ar roue Edwin a oe argaset. 87. Heman a zeuas da glask bod etouez Kambreïz ar c’hreiz. 88. Ethelfrith a stagas Deir ouz Brenec’h. 89. Daou vrenin kambro a oa o vrezeli abalamour d’ar gurunen a c’houledig. Ar roue zaoz a gerzas d’o c’haout. 90. Kadavael, ar gouledig nevez, a gerzas d’e ziarbenn. 91. Bez’ e oa gantan 1200 (darn a lavar 2000) manac’h pe beleg a leandi Bangor. Ar re-man a ’n em lakaas da bedi evit o bro demdost d’an diou arme. 92. Ethelfrith a lammas warne hag o lazas holl nemet eun hanter-kant bennag a hellas tec’hel. 93. Kadavael a oe lazet en emgam-man, ha lazet e oe ive Selyv ab Kenan. 94. Ar C’hambreïz, o welet an darvoud glac’harus-man, a zigoras adarre o daoulagad, evel goude pep gwalleur. An unaniez a ra nerz. Enep d’an estren ec’h en em unanjont. 95. Eun emgann all a oe roet en Chester ar bloaz warlerc’h (616). An Angled a oe trec’het hag Ethelfrith, hen e-unan, a oe mac’hagnet.

11. Edwln a zo hanvet gouledlg. — 96. Edwin, pa welas Ethelfrith pladet, a reas e vennoz da adkemer e rouantelez. 97. Unaniez a reas gant ar prinz kambro Kadwallon ha gant roue an Estanglia. 98. An tri geveriad a roas an emgann da Ethelfrith. Heman a oe trec’het ha lazet. 99. E vab Oswald a dec’has en hanternoz an Enezen. 100. Edwin, deut da veza roue